Un enezeg eo an Inizi Ionian, seizh enez vras enni, er Mor Ionian, etre Bro-Hellaz hag Italia. Heptanesos (Ar Seizh Enez) a vez graet anezho ivez.

Inizi Ionian
strollad inizi
Anv er yezh a orinΙόνια Νήσια Kemmañ
StadGres Kemmañ
E tiriadGres Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+02:00, UTC+03:00 Kemmañ
War riblMor Ionian Kemmañ
Daveennoù douaroniel37°48′0″N 20°42′0″E Kemmañ
Poent uhelañMount Ainos Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://pin.gov.gr/ Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Views of the Ionian Islands Kemmañ
Map
Enezeg an Inizi ionian e gwalarn Gres

E kornôg Bro-C'hres emaint, dirak Peloponnesos, e Kornôg Makedonia hag e mervent Albania. Er rannvro velestradurel (periferia hervez ar stumm gresianek) n'eus nemet peder enez : Kerkira, Kefalonia, Lefkada ha Zante.

P'emañ en ur lec'h strategel-kenañ e-tal toull Mor Adria ez eo tremenet an enezeg dindan beli meur a impalaeriezh, hini an impalaeriezh roman, hini Bizantion, hini roueed norman Sikilia, hini Republik Venezia, hini ar Republik c'hall, hini Rusia asambles gant an Impalaeriezh otoman, hini "impalaeriezh c'hall" Napoléon Bonaparte, hini Breizh-Veur a-raok bezañ tennet diouzh krabanoù ar Saozon gant ar brezel o deus renet ar C'hresianed evit he adtapout e 1864.

Fonnus eo ar struzh (koadegoù), dre m'eo dous ha gleb a-walc'h an hin.

Listenn an inizi eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz

kemmañ

A-wechoù e lakaer Kythera da enez ionian: ent istorel e oa enni met e Mor Egea emañ.

Henc'hres

kemmañ

En Odysseia savet gant Homeros war-dro penn ar milved kent Jezuz-Krist ez eo kontet an hir a veaj graet gant Ulises, roue Itaka evit adkavout e vro c'henidik, e wreg Penelope, e balez hag e vri.

E 31 kent JK e c'hounezas an impalaer roman Oktav emgann Actium, a-enep Marcus Antonius, e-kichen enezenn Lefkada.

Impalaeriezh roman ar Reter

kemmañ

Rouantelezh norman Sikilia

kemmañ

Gres modern : Republik ar Seizh-Enez pe Republik Heptanesos

kemmañ

Gwelout ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ