Yenisey
Ar Yenisey (rusianeg: Енисе́й) a zo ur stêr vras eus Sibiria e Rusia (tu Azia). Emañ hec'h andon e Mongolia hag he genoù e Mor Kara. An hini greiz eo eus an teir stêr a red d’ar Meurvor Arktek (an div all eo an Ob hag al Lena), hag ar reizhiad vrasañ a zo ganti. Ar pempet hirañ stêr eus ar bed eo (war-dro 5 540 km).
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/26/Bank_of_Yenisei_River.jpg/300px-Bank_of_Yenisei_River.jpg)