Mont d’an endalc’had

Gouel Mikael

Eus Wikipedia
Stumm eus an 19 Eos 2021 da 22:08 gant Arko (kaozeal | degasadennoù) (klokaat)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Foar Vikael e Brest

Gouel Mikael a vez lidet d'an 29 a viz Gwengolo. Gouel an arc'hael Mikael eo.

Breizh dizalc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da bep Gouel Mikael e veze roet e golier da izili nevez Urzh an Erminig hag ar Pennoù-ed.

Europa ar C'hornôg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er gevredigezh kozh en Europa ar C'hornôg e oa an deiz ma ranke ar verourien paeañ o feurm bloaziek (anvet gouel-Mikael ivez) d'ar berc'henned, pe neuze dilojañ (peurechu an eost ha poent kregiñ gant an hadañ).

Foarioù bras a veze ivez, e meur a lec'h, da-geñver Gouel Mikael.