Mont d’an endalc’had

Levr Ester

Eus Wikipedia
Stumm eus an 5 Meu 2022 da 09:18 gant VIGNERON (kaozeal | degasadennoù) (ortho, replaced: <ref → <ref (2) using AWB)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Levr Ester, en hebreeg, war-dro 1700-1800 kent JK - Royal Ontario Museum

Levr Ester a zo unan eus levrioù an Testamant Kozh.

Div vammenn a zo:

  • an destenn hebreek, a gaver er Bibl hebreek
  • un destenn c'hresianek hag a gaver e levrioù eilkanonel ar Bibl Katolik.

Peurliesañ ne vez kinniget nemet un destenn da zisplegañ an diforc'hioù etre an div vammenn, evel e Bibl Jeruzalem[1]

E troidigezh an Testamant Kozh gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien e kaver div droidigezh : unan el levrenn 4 (1985), "Ar salmoù hag ar skridoù all, p311 , diwar an destenn hebreek hag unan all el levrenn 5 "Al levrioù eilkanonel", 1986, p15, diwar an destenn c'hresianek. Displegañ a ra an droerien o dibab e p15 al levrenn 5.

Kontañ a ra la levr istor Ester, ur Yuzevez yaouank a zeu da vezañ gwreg ar roue Artakserkses (e gwirionez Kserkses, pe Kshajarsha e perseg, Assuerus e latin, hervez Bibl Jeruzalem[2]).

  1. La Bible de Jerusalem, Cerf, 1998, p701
  2. Bible de Jérusalem, Cerf, 1998, p 701