Mont d’an endalc’had

Aachen

Eus Wikipedia
Stumm eus an 14 Du 2007 da 17:33 gant Llydawr (kaozeal | degasadennoù) (Pajenn nevez : 250px|right|thumb|Iliz-veur '''Aachen''' Ur gêr gozh e kornôg Alamagn eo '''Aachen''' (''Aix-la-Chapelle'' e galleg hag ''Aken'' e [[nederl...)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Iliz-veur Aachen

Ur gêr gozh e kornôg Alamagn eo Aachen (Aix-la-Chapelle e galleg hag Aken e nederlandeg). Emañ e rannvro Nordrhein-Westfalen, tost d’an harzoù gant Belgia hag an Izelvroioù. Tremen 250 000 den zo o chom enni. Ur skol-veur teknologiezh zo enni abaoe 1870.

Aachen e oa kêr-benn Karl-Veur, impalaer Impalaeriaezh roman ar C'hornôg. Beziet e voe Karl-Veur en iliz-veur a voe savet gantañ eno e 796, pa varvas e 814.

Kalz a zistruj a voe en Aachen e-pad an Eil Brezel Bed. Hi eo ar gêr vras kentañ a voe aloubet en Alamagn gant an Amerikaned hag an dud kevredet ganto e 1944.