Mont d’an endalc’had

Adrienne Bolland

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Adrienne Bolland

D'ar 17 a viz Gwengolo 1921
Ganedigezh 25 Du 1895
Arcueil
Marv 18 Meurzh 1975
Pariz
Broadelezh  Gall

Micher Levierez
Breved Niv. 751, 26/01/1920

Adrienne Armande Pauline Bolland (Arcueil, 25 a viz Du 1895Pariz, 18 a viz Meurzh 1975) a oa un nijerez c'hall. Ar vaouez kentañ e voe o nijal dreist an Andoù etre Arc'hantina ha Chile e 1921.

Yaouankiz

Merc'h e oa da Henri Boland, ur c'hazetenner Belgiat[1] hag en devoa kuitaet e vro da heul un afer bolitikel hag arc'hantel[2] ha d'e wreg Marie Josépine Pasques, a-orin belgiat eveltañ. En Arcueil en em stalias H. Boland hag e diegezh a seizh bugel, Adrienne o vezañ an hini diwezhañ ; skrivagner levrioù touristañ evit an Touring-club de France hag an ti-embann Hachette e oa an tad pa varvas trumm d'an 19 a viz Here 1909[3]
Pa voe en oad e renas Adrienne ur vuhez diroll, o kas anezhi hag o lakaat klaoustre er redadegoù kezeg. E 1919 e kollas e holl arc'hant goude bezañ fiziet en ur gazeg fall ha da noz, p'edo en un davarn, e tisklêrias e felle dezhi bezañ ul levierez, kement-se evit sikour gant he mamm hag a oa o vont war baouraat a-c'houde marv he fried ; un den dianav a gemennas dezhi e oa an ti Caudron war-nes digeriñ ur skol-leviañ e Le Crotoy (Somme). Diouzhtu e kemeras penn an hent[4].

Levierez

E Le Crotoy e voe degemeret Adrienne Boland e skol al levier ha farder nijerezioù René Caudron (1884-1959), ma voe ouzhpennet un /l/ d'he anv dre fazi bizskrivañ, a viras a-hed ar peurrest eus he buhez. Daou viz war-lerc'h e tapas he breved ; an trizekvet maouez brevedet er bed e voe, Raymonde de Laroche o vezañ bet an hini gentañ e 1910.
Daoust d'he zemz-spered – ur spered diaes a blac'h eo bet a-viskoazh, meur a wec'h e voe lezet peg ouzh an douar abalamour da gannañ kamaladed skol – e voe gopret gant Caudron evel levierez-amprouiñ adalek ar 1añ a viz C'hwevrer 1920[5]. Evel ar re all e krogas gant ar vicher a levierez : kas nijerezioù d'ar brenerien. Buan avat e roas da c'houzout e oa mennet da gaout he nijerez dezhi, ha sevenet e voe he het goude m'he devoa graet ul looping.

E miz Eost 1920 e fellas da René Caudron ma vije enoret al levierez stadunanat Harriet Quimby (18751912) a voe ar vaouez kentañ o vont a Londrez da Galais dreist Mor Breizh. Urzh a roas da Adrienne Bolland nijal enep, a Vro-C'hall da Vro-Saoz. Fiziet enni un nijerez hag arc'hant evit he mizoù e Bro-Saoz e oa darev Adrienne da zibradañ war-du Calais pa voe kemennet dezhi e oa bodet he mignoned levierien e Brusel... ha hi ha nijal betek Belgia ha kas anezhi eno a-hed an nozvezh gant arc'hant Caudron. Antronoz e lennas er gazetenn e kreded e oa bet kollet er mor, ha bigi kaset war he lerc'h. « Mar boan beuzet en noz-se, » emezi, « ne oa ket en dour, a-dra-sur... ».
D'ar 25 a viz Eost 1920 avat e voe Adrienne Bolland ar vaouez kentañ o vont eus Bro-C'hall da Vro-Saoz dreist Mor Breizh[6], ar pezh a zegasas dezhi pardon he fatrom ha brud dre ar c'hazetennoù.

An Andoù

Hanter evit ledanaat e varc'had, hanter evit bezañ disammet un tamm diouzh e levierez vervek, René Caudron he c'hasas da Arc'hantina evit diskouez e ardivinkoù war nij. A-du e voe Adrienne, pa oa o klask brud.

Adrienne Bolland en Arc'hantina
El Gráfico, 19/03/1921

Pan erruas Adrienne Bolland e Buenos Aires e miz Genver 1921 gant he mekanikour René Duperrier, div nijerez Caudron G.3 e kasedoù ha nebeutoc'h eget 40 eurvezh nij en he chakod e komprenas pegen bras e oa bet ar bruderezh a-berzh Caudron er vro, pa embannas ar c'hazetennoù ne vije ket gouest ar C'hallez da nijal dreist an Andoù. Asantiñ d'an dae a reas al levierez ha mantret e voe Duperrier, pa ouie ne oa ket gouest ar G.3 da nijal uheloc'h eget 4 200 m, da lavarout eo uhelder keitat an aradennad ; da 6 570 m e sav ar menez-tan Tupungato etre Mendoza en Arc'hantina ha Santiago e Chile. Goulennet e voe ma vije kaset un nijerez c'halloudusoc'h, ar pezh a voe nac'het gant Caudron ; pennek an tamm anezhi e c'hortozas Adrienne Bolland ma vije bastet d'he ezhommoù.
Pa dremene ar sizhunvezhioù e skuishaas al levierez en he leti e Buenos Aires hag e tivizas nijal gant ar G.3 betek Santiago daoust d'ar gouzavadennoù niverus. E kreiz miz Meurzh ez eas dre dren da Vendoza gant he mekanikour hag unan eus an div nijerez ; d'an 20 a viz Meurzh e nijas div wech dirak kêriz.
En noz a-raok ar veaj da Chile e teuas ul labourerez yaouank a orin gall ha n'he devoa biskoazh gwelet un nijerez da welout Adrienne evit deskrivañ un tremen dre an arridennad : « Pa viot el laez du-hont e welot ul lenn stummet evel un istrenn. Ret e vo deoc'h treiñ war an tu kleiz, war-du tor ar menez. Kollet e viot mar troit war an tu dehoù. ».
D'ar 1añ a viz Ebrel 1921 da 6 eur beure e tibradas ar G.3 e Mendoza – hep nadoz-vor, uhelventer na kartenn ebet – war-du Santiago dre Ode Uspallata (3 832 m) ha troad ar menez Aconcagua (6 960,80 m). Koll he hent a reas al levierez etre ar menezioù uhel, stourm a reas he nijerez ouzh an avelioù kreñv ha yen-sklas a vire outi a nijal buanoc'h eget 50 km/h ; da 4 200 m e nije re uhel, ha hep werenn-dal d'he gwareziñ e teuas gwad e fri ha genoù Adrienne, skornet e voe he bizied hag he zreid, trellet he daoulagad. Bepred e veze kaset ar G.3 d'an traoñ gant an avelioù, pa welas al levierez al lenn-istrenn[7] ; da neuze e troas war-du ar Su ha tor ar menez serzh evel ma oa bet lavaret dezhi ober : kaset e voe war-du al laez gant nerzh an avel ha douget betek kompezennoù Chile. Goude un nijadenn boanius a badas 4 eurvezh ha 17 munutenn e pradas e Skol Aerlu Santiago.
Tomm-berv e voe an degemer digant poblañs ha pennadurezhioù Santiago goude ken digredus ur gur ; ezvezant avat e oa konsul Bro-C'hall, pa grede dezhañ e oa ur pesk Ebrel eus an istor-se[8].

Goude bezañ diskouezet perzhioù ar G.3 en Arc'hantina hag en Uruguay e tistroas ar skipailhig Caudron da Vro-C'hall, ma voe dianavet ar pezh a oa bet graet e Suamerika. Daou vloaz war-lerc'h e voe dic'hopret Adrienne Bolland gant René Caudron war goulenn e eil gwreg, a oa gwarizius.
E miz Meurzh 1924, tri bloaz goude an darvoudenn, e voe deroet al Légion d'honneur d'al levierez en enor d'he nijadenn a-dreuz an Andoù[9]. Daou viz goude, d'ar 27 a viz Mae en Orly (Val-de-Marne hiziv) ez eas ganti rekord an niver brasañ a loopings graet gant ul levierez : 212 en ur ober 73 munutenn gant un nijerez Caudron C-27[10] ; e 1969 e oa ganti c'hoazh.[11]

Adal neuze e c'hounezas Adrienne Bolland he bara dre ziskouez an nijerezh e Bro-C'hall a-bezh d'an dud n'o devoa biskoazh gwelet ur c'harr-nij a-dost, ha dre werzhañ nijadennoù kentañ. Hervez he lavar e kemeras perzh en holl nijadegoù betek 1939. Meur da wech e voe darbet dezhi bezañ lazhet en ur gwallzarvoud abalamour ma oa bet tarvet he nijerez : gwarizi a-berzh levierien ? bengasoni ? abegoù all ? den ne oar.[11]

E 1930 e timezas gant an nijer Ernest Vinchon (1893-1966), a gemeras perzh en nijadegoù ganti betek an Eil Brezel-bed. Er Rezistañs e voe ar c'houblad a-hed ar brezel.

D'an 18 a viz Meurzh 1975, nav bloaz goude marv he fried, ez eas Adrienne Bolland da Anaon d'he zro. N'eus nemeti a-douez an « Eskell gall » ha n'eus bet savet monumant ebet dezhi e Bro-C'hall pe e lec'h all. Un timbr en he enor a voe embannet e Bro-C'hall e 2005[12].

Levrlennadur

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. (fr) 'Généarc'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. (fr) POPIROT, Les chevaliers de la platine, Le Gaulois niv. 353, 05/07/1883 – Lenn en-linenn.
  3. (fr) 'Touring-club de France]. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (fr) 'Lycée Adrienne Bolland'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  5. (fr)'Air Journal'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  6. (fr) Le Temps, 27/08/1920
  7. 'Laguna del Inca war ar gartenn.
  8. (fr) 'France-Aviation niv. 323, Gouere-Eost 1982. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  9. (fr) 'Le Matin, 22/03/1924. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  10. (fr) 'L'Aéronautique niv. 61, Even 1924]. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  11. 11,0 ha11,1 (fr) BOLLAND, Adrienne : Souvenirs irrévérencieux, er gelaouenn 'Icare niv. 51 – Diskramzer-Goañv 1969. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  12. (fr) 'Wikitimbres'. Kavet : 24 Mezheven 2019.