Mont d’an endalc’had

Alan-Vari Drezen

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Alan-Vari Drezen (Alain Marie Drézen en ti-kêr), Mab ar Bae e anv-pluenn a-wechoù, ganet d'ar 4 Ebrel 1843 e Penmarc'h ha marvet d'an 11 Mae 1883, oa ur skrivagner brezhonek.

Ur saver buhezioù sent e voe, beleget d'an 9 Eost 1868 hag anvet kerkent da gure e Kersent-Plabenneg ; bloaz goude e voe kure e Gwiseni kent bout anvet e Kledenn-ar-C'hab ha Plozeved e 1879.
Er bloaz-se end-eun e kuitaas e garg da emezelañ e Breuriezh ar Galon Sakr a Vari. Pevar bloaz goude ez eas da Anaon, oadet a 40 vloaz.

Oberennoù

Levrioù
Kenlabour gant Feiz ha Breiz (kozh)
  • Enterramant eur c'hi, 1874
  • Pardon ar Veach-Vad, 1874
  • Dimeziou etre kerent nez, 1875
  • D'ar besketaerien, 1875
  • Merc'h ar bunision, 1875
  • D'al labourerien-douar, 1876
  • Aluzen ar paour, 1876
  • Al Liberte, 1876
  • Buez dom Michel Nobletz, 1878-1879

Levrlennadur