Mont d’an endalc’had

Delos

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Sede pelec'h emañ Delos
An aod e Delos

Delos (Δήλος e gresianeg) zo unan eus an inizi Kikladez er Mor Enezek. Bihanik eo, 3,5 km² dezhi hepken, ha didud abaoe pell zo. Dirak Reneia emañ (14 km², didud ivez) ha tost da v-Mykonos.

Ur greizenn genwerzhel ha relijiel a-bouez eo bet en Henamzer, dreist-holl er VIvet kantved kent J.-K. Un lec'h enoret gant tud bro Ionia met ivez gant sevenadurioù all ar C'hikladez. Un templ a oa da Apollon.
Anavezet eo ivez evit bezañ al lec'h ma'z eo ganet Kevre Delos, ur strollad inizi ha kêrioù evit difenn a-enep ar bersianed : e miz mae -477 (kent J.-K.) e voe kentañ emvod ar c'hevre hag aze e voe miret teñzor ar strollad difenn-mañ betek -454 (kent J.-K.).

Emañ an enez war listenn Glad ar bed gant an UNESCO abaoe 1990.

Delos war dro -450 (kent JK)

Enez Delos adalek menez Kynthos

Leoned Delos

Leoned Delos a zo brudet a-walc'h hirie. Aozet int bet adalek marbr Paros a profet da Zelos gant enezenn emrenn Naksos. Staliet e voe neuze al Leoned war Leurenn al Leoned.

Kolos an naksed

Templ Apollon

Porzhioù Delos

Lenn dour-dous

Liammoù


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.