Mont d’an endalc’had

Eyes Wide Shut

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Unan eus ar maskloù gwisket gant an aktourien e-pad darvoud ar gouel prevez er maner

Eyes Wide Shut (Daoulagad serr-bras e brezhoneg) zo ur film saoznek, sevenet gant ar filmaozour stadunanat Stanley Kubrick e 1999.

Trizekvet film hir Kubrick eo Eyes Wide Shut ha war un dro an hini diwezhañ kaset da benn gantañ, daouzek vloaz war-lerc'h Full Metal Jacket (1987).

Daoust ma ouveze mat-tre ar sevener n'ae ket gwall vat an traoù ken etre an daou bried Tom Cruise ha Nicole Kidman en devoa o zutaet koulskoude, o soñjal e vije pell gwirheñveloc'h emzalc'h ar c'houblad a rankent c'hoari. Dispartiañ a rejont an eil diouzh egile e miz C'hwevrer 2001 kent terriñ o nask d'an 8 a viz Eost da-heul.

Fichenn deknikel

Ar sonerezh er film

A-viskoazh eo bet ar sonerezh un elfenn a bouez en oberennoù Kubrick evel m'hen diskouez sonerezh orin Eyes Wide Shut :

An danvez

E New York, just a-raok an Nedeleg. Bevañ a ra en o aez an aotrou doktor "Bill" Harford, e wreg Alice hag o merc'hig Helena. Mont a ra ar c'houblad d'ur gouel, pedet m'eo bet an Harforded gant Victor Ziegler, ur c'hlañvour pinvidik-mor e-touez reoù William. Tra m'emañ ar gouel en e vog ez eo galvet ar medisin gant e ostiz d'ober war-dro Mandy, ur plac'h yaouank hag a zo o paouez kaout ur fallaenn gant re a zramm. Dre m'emañ ar plac'h en he noazh-puilh e kompren Harford ez eus kaoz eus un afer rev gant ur c'hast. Eno e kej ivez gant ar pianoour Nick Nightingale, ur mignon kozh dezhañ hag a zarempre p'edont war o studi a vezegiezh. Padal, ne oar ket c'hoazh emañ o paouez ober e gammed kentañ en ur bed dianav dezhañ penn-da-benn...

Roll ar gomedianed

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù