Mont d’an endalc’had

Felice della Rovere

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Felice della Rovere (en traoñ, en dorn kleiz, a-gostez, e du) a vije bet poltredet gant Raffaello en e daolenn An Oferenn e Bolsena, hervez Caroline Murphy[1]

Felice della Rovere, anavezet ivez evel Madonna Felice (1483 - Roma, 27 a viz Gwengolo 1536), a oa merc'h bastard da Giuliano della Rovere, anavezet ivez evel ar pab Jul II (1503-1513) ha d'e bried-kleiz Lucrezia Normanni. Unan eus ar galloudusañ ha pinvidikañ Italianezed en Azginivelezh e oa.

Dimezet e oa he mamm da Bernardino de Cupis, ur mevel-bras en tiegezh della Rovere. krediñ a reer e voe dimezet da 14 vloaz, hag e vanas intañvez. Implij a reas galloud he zad evit kadarnaat he galloud-hi e Roma, ober un dimeziñ a bouez gant Gian Giordano Orsini, ha kemer perzh er politikerezh e lez ar pab. Ganti e voe kaset en-dro an divizoù evit ober ar peoc'h etre Bro-C'hall hag he zad Jul II. Goude e varv he doe levezon c'hoazh e gouarnamant an Iliz dindan ar bibien Medici, Leon X ha Klemez VII.

Ul lezvreur he doa, Giovanni Domenico de Cupis, mab Lucrezia Normanni ha Bernardino Cupis, a voe graet kardinal gant ar pab Leon X.

He bugale

Felice ha Gian Giordano o doe pemp a vugale:

  • Giulia (1507 – 1537), a zimezas da Pietro Antonio Sanseverino, IVvet priñs Bisignano, ha div verc'h o doe, Eleonora ha Felicia.
  • Giulio (1508 - 1508), marvet en-bugel.
  • Francesco (1512 – post 1554), eskob Tricarico (1539 – 1554)
  • Girolamo (1513 – 1545), Vvet aotrou Bracciano, dimezet div wech:
    • da Francesca Sforza di Santa Fiora, merc'h da Bosio II Sforza, XIvet kont Santa Fiora,
    • da Costanza Farnese , merc'h d'ar pab Paol III, ha daou vugel o doe:
      • Felicia (1535 – 1596), a zimezas da Marcantonio II Colonna, Iañ priñs Paliano, ha seizh bugel o doe;
      • Paolo Giordano Iañ Orsini, Iañ dug Bracciano, dimezet div wech
        • da Isabella de' Medici, ha tri bugel o doe, div verc'h hag ur mab:
          • Francesca Eleonora hag Isabella, ha Virginio;
        • da Vittoria Accoramboni, ha bugel ebet n'o doe.
  • Clarice (1514 – a-raok 1562),
    • dimezet da Luigi Carafa della Stadera, IIvet priñs Stigliano, hag ur mab o doe
      • Antonio, IIIde priñs war-lerc'h e dad;

Levrlennadur

  • Murphy, Caroline P. 2005. The Pope's Daughter: The Extraordinary Life of Felice Della Rovere. Oxford University Press. ISBN 0-19-518268-5.
  • Williams, George L. 2004. Papal Genealogy: The Families and Descendants of the Popes. McFarland. ISBN 0-7864-2071-5.

Notennoù

  1. Contemporary Review. July 2005. "The Pope's Daughter".


Pennad kar