Mont d’an endalc’had

Karr-kamm Bras

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Steredeg Ursa Major

Ar C'harr-kamm Bras a zo unan eus steredegoù an hantervoul norzh. Hec'h anv skiantel eo Ursa Major (an arzhez vras), berradur UMa. E gwirionez ez a ar C'harr-kamm Bras d'ober ul lodenn hepken eus ar steredeg, al lodenn heverkañ, ar skeudenn graet gant ar seizh steredenn heverkañ, hag anvioù poblek all a zo dezhi: "ar C'harr Bras", ar "C'harr Kamm", "Karr Arzhur", ar "C'hastell Karr-kamm", "ar C'hastell Karr Bras", al "Lost Arar", ar "Seizh Ejen Arat" pe "Seizh steredenn an Hanternoz"[1].

Tresoù ar steredeg

Ar stered heverkañ

Eus an hini skedusañ eus an hini wanañ :

Traoù oabl

Ar C'harr-kamm er sevenadur

Ken brudet eo ar stumm-se treset en oabl-noz ma'z eo bet adkemeret da arouez. Evel da skouer gant ar vroadelourien iwerzhonat, dreist-holl reoù an tu kleiz, pa oa bet kemeret gant James Connolly evit bezañ war banniel an Irish Citizen Army. Kavet e vez ivez war banniel Alaska.

Gwelet ivez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

  1. "Karr-kamm-Arzhur, lost-arar, ar seiz ejen-arat, kastell-karr-bras, seiz steredenn an Hanternoz", Grand dictionnaire français-breton, p. 520b, F. Vallée, 1931