Mont d’an endalc’had

London Hilton on Park Lane

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
London Hilton on Park Lane
Plan kreiz-kêr Londrez

London Hilton on Park Lane zo ul leti e Park Lane, a-us Hyde Park e distrikt Mayfair e Londrez.
Ur skraber-oabl eo, 101 m (331 ft) dezhañ, 28 estaj ha 453 c'hambr, 56 anezho o vezañ kambreier ton. Ur preti enoret gant ar Michelin, Galvin at Windows, zo e penn uhelañ ar savadur.
Gant ar savour stadunanat William B. Tabler (1914-2004), ur savour hag a labouras kalz evit sevel letioù Hilton, e voe treset. War lec'h istorel al Londonderry House eo bet savet London Hilton on Park Lane.

Evel London Hilton e voe digoret al leti d'ar 17 a viz Ebrel 1963.

Eno e kejas ar Beatles ouzh Maharishi Mahesh Yogi d'ar 24 a viz Eost 1967. Goude-se e oant bet en Uttar Pradesh gantañ evit prederiata.

D'ar 5 a viz Gwengolo 1975 e voe bombezet al London Hilton gant an IRA. Daou zen a varvas, ha 63 a voe gloazet.

E-pad ar bloavezhioù 1990, ar Pools Panel (pennoù uhel ar vell-droad saoz) a geje bep Sadorn el leti.

Un eil bombezadenn a voe d'ar 7 a viz Gwengolo 1992, met ne voe nemet un tammig distruj.

Un tan-gwall a voe d'ar 1añ a viz Gouhere 2011 el leti. Ne voe den ebet gloazet pe lazhet. Un nebeud estajoù nemetken a oa bet tizhet.

D'ar 15 a viz Genver 2018, Dolores O'Riordan, anezhi kanerez ar strollad The Cranberries, a varvas en unan eus kambreier London Hilton on Park Lane.

Enorioù

Enoret eo bet London Hilton on Park Lane gant ar prizioù amañ da heul :

  • England's leading business hotel 2009, gant World Travel Awards Europe ;
  • Best Hotel in Europe 2010, gant German Business Traveller Magazine ;
  • Best Business Hotel in the UK 2011, gant UK Business Traveller Magazine.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.