Mont d’an endalc’had

Margaret Beaufort (kontez Richmond)

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Margaret Beaufort, kontez Richmond.

Margaret Beaufort (1443–1509) a oa kontez Richmond ha Derby. Merc'h e oa da John Beaufort, 1añ Dug Somerset. Peder gwech e timezas. Mamm e oa da Herri VII, ha mamm-gozh eta da Herri VIII.

Un den a bouez e oa e-pad Brezel an Div Rozenn hag en Tiegezh Tudor. E 1509 e voe rejantez ur pennadig evit he mab-bihan.

Dimezioù

  • En 1450, 7 vloaz anezhi, e voe dimezet da John de la Pole, mab da William de la Pole, kont Suffolk, met torret e voe an dimeziñ dindan nebeud amzer.
  • Goude e voe graet dezhi dimeziñ da Edmond Tudor, kont Richmond.
    • Ur mab he doe e 1457, da 13 vloaz, Herri e anv, a vo Herri VII. Pa oa marvet he fried en ur vac'h e Kembre.
  • Neuze e voe dimezet da Henry Stafford († 1471), eil mab 1añ dug Buckingham, a varvas en 1471.
  • Entre 1473 ha 1482, e timezas da Thomas Stanley. Hennezh a vrezelias e Brezel an Div Rozenn, gwech gant Tiegezh Lancaster, gwech gant Tiegezh York. Pa zegouezhas Herri Tudor war an aod saoz da ober brezel da Richarzh III, en 1485, eo Margaret, e wreg, a alias anezhañ da vont a-du gant he mab Herri. Eñ eo an hini a lakaas, en emgann Bosworth, ar gurunenn war benn an hini a zeuas da vout Herri VII , roue Bro-Saoz.

Stanley ha Margaret a voe anvet da gont ha kontez Derby. E-kerzh ren he mab ne reas ket Margaret Beaufort war-dro politikerezh.

Daou golaj a ziazezas e Cambridge avat.

Mervel a reas daou viz war-lerc'h he mab Henri VII, ha beziet eo en e gichen en abati Westminster.