Mont d’an endalc’had

Maria II Portugal

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Maria II, Rouanez Portugal

Maria II Portugal (1819-1853), pe Maria da Glória (Maria da Glória Joana Carlota Leopoldina da Cruz Francisca Xavier de Paula Isidora Micaela Gabriela Rafaela Gonzaga), a voe rouanez Portugal dre ziv wech, etre 1826 ha 1828 hag adal 1834 betek he marv e 1853, er gwentloù.

He buhez

Maria II da 14 vloaz, war-dro 1833

Ganet e oa e Rio de Janeiro e Brazil. Merc'h henañ ar roue Pedro IV Portugal hag e bried kentañ Maria Leopoldine Aostria e oa. He mamm a oa merc'h da Franz II an Impalaeriezh Santel. Aet e oa he zud en harlu da Vrazil pa voe aloubet Portugal gant armeoù an impalaer gall Napoleone Buonaparte. Eno e voe anvet he zad da impalaer Brazil, evel Pedro Iañ, hag he breur evel Pedro II.

Rouanez

E 1826 e tilezas he zad ar gurunenn eviti. E 1828 avat e voe diskaret gant hec'h eontr, an infant Miguel, a oa bet he danvez-pried e-pad ur pennad en 1826 (torret e oa bet ar promesaoù prestik goude), hag a gemeras an anv Miguel Iañ .

En 1831 e tilezas he zad e gurunenn a impalaer, evit distreiñ da Bortugal gant e verc'h Maria, da adkemer ar gurunenn a roue. Goude stourm e-pad tri bloaz a-enep e vreur e kemeras ar galloud e Lisboa en-dro, d'e reiñ d'e verc'h. Harluet e voe Miguel. Prestik goude e varvas Pedro, ha bloaz goude e voe anvet Maria da rouanez.

Dimezioù

Div wech e timezas.

He bugale

Unnek bugel he devoe: