Mont d’an endalc’had

Ozon

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An ozon a zo stumm triatomek an oksigen ; O3 eo arouez an ozon. Kavet e vez dindan ur gwrezverk hag ur wask reizh dindan stumm ur gaz graet gant molekulennoù triatomek. Ar perzh-mañ (d.l.e. kaout daou stumm nes) a zo da elfennoù kimiek zo a zo anv an allotropiezh.

Diskuliet eo bet e 1840 gant Christian Friedrich Schönbein hag hemañ en deus roet an anv gresianek evit ar c'hwezh (verb ozein) diwar ar c'hwezh a glever pa 'z eus arnevioù.

M'eo galloud pennañ an oksigen oksidañ metaloù zo, kalz brasoc'h eo hini an ozon evit e ober. Setu perak n'eo ket mat d'an dud e analañ. Ouzhpenn-se en deus an ozon ur c'hwezh fall awalc'h, tost ouzh hini ar c'hlor (hag hemañ a zo dañjerusoc'h e analañ c'hoazh).

Produadur an ozon

Produet e vez an ozon diwar an oksigen dindan gwered an diskargoù tredan, an darnvuiañ dre ma eus kalz anezho en aergelc'h pa vez arnevioù. Pep fulenn a c'hell treuzfermiñ an oksigen d'an ozon ha setu perak eo deuet kefluskerioù tredan koulz dre darzh da vezañ abeg an ozon a glever e aergelc'h ar c'hêrioù a-wechoù. Met treuzfurmadur an nitrogen (NO2) produet gant trelosk an esañs er c'hefluskerioù dre darzh a zo ar vammenn all ken a ya uhel awalc'h kementadoù an ozon er straedoù strizh. Kredet eo abeg klañvedoù analañ evit meur a zen, ar re gozh dreist-holl.

Un dalvoudegezh bras en deus an ozon pa ya darn anezhañ da vont uhel-tre en aergelc'h ken ez eus ur gwiskad tev tro-dro d'an Douar. Gwareziñ a ra ar gwiskad-se an holl vevien ouzh dañjer bras bezañ devet gant ar skinoù uslimestra a zeu a-gementadoù divent diouzh an Heol. Abaoe 1987 eo bet merzet ez eus toulloù bras e-barzh ar gwiskad, dreist-holl a-us d'ar Pol Su ha tro-war-dro (Antarktika, Suafrika, Aostralia hag inizi an takad). Evit gwir n'eo ket toulloù a zo bet mentet, met rouesadurioù (digresk an douester).
Krediñ a ra ar skiantourien e teu an dra eus produadur ar gazoù graet gant ar c'hlor fluokarbon (KFK) hag ar re-e a zo bet implijet kalz er yenerezed hag evit aozañ ar polistiren.

Implijoù an ozon