Mont d’an endalc’had

Philippe de Vitry

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Pajenn eus Ars nova musicae gant Philippe de Vitry.
Aman novi/Heu Fortuna/Heu me, tristis est anima mea gant Philippe de Vitry, en dornskrid F-Pnm Français 146, un adstumm eus ar Roman de Fauvel

Philippe de Vitry, ganet e Pariz d'an 31 a viz Here 1291 ha marvet d'an 9 a viz Even 1361, e Pariz ivez, a oa ur sonaozour, un damkanour eus ar sonerezh hag ur barzh gall en deus krouet oberennoù e stumm sonerezh ar Grennamzer anvet ars nova. Savet en deus teoriennoù war ar sonerezh ha savet en deus barzhonegoù e-leizh. Sevenet kenañ e oa, nevezadenniñ a rae hag ur gwir levezon en doa war sonaozourien an amzer-hont.

Anavezet e oa evel ur soner eus ar c'hentañ renk en e amzer, evel m'en diskouez komzoù Petrarca a rae anezhañ : "... ar c'hlasker aketusañ ha birvidikañ eus ar wirionez, ur prederour ken bras eus hon oadvezh"[1]. Ar skrid sonerezh a-bouez Ars nova notandi (1322) a vez lakaet war e gont.

Soñjal a reer ez eus deuet nebeut a dra eus oberennoù Vitry. Daoust ma skrivas sonerezh disakr, ne chom nemet oberennoù relijiel ganeomp[2].


Buhez

Ne ouezer ket kalz a dra diwar-benn e vuhez. Meneget eo e-barzh dielloù evel "Magister". Graet en dije e studioù e Skol-Veur Pariz. Brudet eo evit bezañ bet sekretour-meur ha kuzulier e lez Charlez IV, Philippe VI ha Jean II. Liammoù en doa kredapl-bras gant ar Vourboned ha dre-se eo bet e-karg eus meur a gêr evel Clermont, Beauvais ha Pariz. Servijet en dije ar pab Klemañs VI diazezet en Avignon. Ouzhpenn se eo bet kannadour ha soudard ivez, servijet en dije e sez Aiguillon e 1346. E 1351 e teuas da vezañ eskob Maux e Reter Pariz. Dre m'en doa postoù a-bouez en Iliz, ez-politikel hag ez-arzel, en doa kejet gant meur a zen brudet hag ampart war o zachenn evel Petrarca pe c'hoazh ar matematikour, filozofour ha teoriennour war ar sonerezh Nicole Oresme. Mervel a reas De Vitry e Pariz.


Notennoù

  1. Sanders, Vol. 20 p. 22
  2. Wilkins, 2001