Mont d’an endalc’had

Wamba (roue)

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Wamba a oa roue ar Vizigoted (672-680) e Spagn er VIIvet kantved war-lerc'h Recesvinto.

Istor

D'ar 1añ a viz Gwengolo eus ar bloaz 672 e oa bodet uhelidi vizigot e kêriadenn Gertici, pe Gérticos, e-lec'h ma oa marvet ar roue Recesvinto, hag eno e voe roet ar gurunenn da Wamba. Diwar neuze e vije bet roet anv ar roue nevez d'ar gêriadenn a zo hiriv Wamba, e proviñs Valladolid.

Goulenn a reas Wamba bout kurunennet en Toledo, evit ma ne vije ket arvar war e c'halloud. Eno e voe roueet d'an 20 a viz Gwengolo gant an eskob Quirico en iliz San Pedro y San Pablo.

War e lerc'h e renas Ervigio.