Daofin
Neuz
![]() |
|
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/1a/Hyacinthe_Rigaud_-_Louis_de_France%2C_Dauphin_%281661-1711%29%2C_dit_le_Grand_Dauphin_-_Google_Art_Project.jpg/220px-Hyacinthe_Rigaud_-_Louis_de_France%2C_Dauphin_%281661-1711%29%2C_dit_le_Grand_Dauphin_-_Google_Art_Project.jpg)
An Daofin, pe Daofin Bro-C'hall eo an anv a roer en Istor Bro-C'hall, da mab henañ roue Bro-C'hall, e vab pennhêr, an hini a veze roet ar gurunenn dezhañ goude marv e dad.
C'hoarvezout a rae d'an Daofin mervel a-raok e dad roue, ha neuze e oa e vab-eñ, mab-bihan d'ar roue, an hini a veze anvet da zaofin.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daofin a oa ul lesanv da gentañ, un titl goude, kemeret gant aotrouien an Dauphiné, konted ar Viennois, a-raok 1349, rak adalek ar bloavezh-se e voe roet an titl da vab henañ ar roue gall.