Mont d’an endalc’had

Dirk Hartog

Eus Wikipedia
Asied Hartog, un asied bet lezet gant Hartog war aod Aostralia, ar roud kentañ eus bezañs an dud wenn en Aostralia (Rijksmuseum).

Dirk Hartog (1580-1621) a oa ur moraer hag un ergerzher izelvroat hag a voe e penn ur vagad tud a zouaras war aod kornôg Aostralia, e 1616. An eil gwech e oa da dud eus Europa dilestrañ en Aostralia.

Meur a stumm a gaver er skridoù evit e anv : Dirck Hartog, Dirck Hartogh, Dirk Hartogs, Dierick Hartochsz, Dirch Hartichs pe Theodoric Hertoge zoken[1].

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e voe en ur familh martoloded ha da 30 vloaz e voe lakaet da gomandant e penn ul lestr kenwerzh hag e-pad meur a vloaz e verdeas er Mor Kreizdouar hag er Mor Baltel.

Goude-se e labouras evit Kompagnunezh Nederlandat Indez ar Reter, adal 1615, ha lakaet e voe da gabiten war an Eendracht (« Unaniezh » e nederlandeg), da vont gant listri all eus an Izelvroioù da Indez Nederlandat ar Reter. Mont a reas kuit ar strollad listri eus an Izelvroioù e miz Genver 1616 met abalamour d’ar gwallamzer e voe dispartiet lestr Hartog diouzh ar re all hag erruout a reas e-unan e Kab ar Spi Mat.

Alese ez eas adarre war-zu Batavia (Djakarta bremañ), en enez Java. D’ar 25 a viz Here 1616 e welas Hartog hag e vartoloded inizi dianav dirazo. Dilestrañ a rejont en unan anezho, hag a reer enez Dirk Hartog anezhi bremañ, war aod Aostralia ar C'hornôg. An eil gwech e oa da dud eus Europa bale war douar Aostralia, tost da 11 vloaz goude ergerzhadenn Willem Janszoon.

Tri devezh e chomas Hartog er c’hornad. Eendrachtsland e voe anvet ar vro a oa bet kavet gantañ, diwar anv e lestr, an Eendracht. A-raok mont kuit e lezas war an tevenn un asied, anavezet bremañ evel asied Hartog, gant un nebeud gerioù engravet warnañ da gontañ e istor.

Loc’hañ a reas an Eendracht war-zu an norzh, a-hed aodoù Aostralia, hag a-benn ar fin ez erruas e Batavia e miz Kerzu 1616. Pa zistroas da Amsterdam e 1617 e kuitaas Dirk Hartog e labour gant Kompagnunezh Indez ar Reter hag adstagañ a reas gant an aocherezh er Mor Baltel. Mervel a reas e 1621.

Meur a zek vloaz diwezhatoc’h, e 1696, ez erruas ar moraer Willem de Vlamingh en enezenn, war aod Aostralia, ha kavout a reas an asied en traezh. Lakaat a reas un asied all en e lec’h, oc’h adskrivañ testenn Hartog hag o lakaat un nebeud gerioù ouzhpenn diwar e zorn. Kas a reas an asied kentañ gantañ da Amsterdam ha bremañ e c’hall bezañ gwelet er Rijksmuseum.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • King, Robert ”Dirk Hartog's landing on Beach, the Gold-bearing province”, Map Matters, (Australia on the Map, Division of the Australasian Hydrographic Society), no.10, Autumn, 2010, pp. 6–8. [1]
  • “History of Dirk Hartog Island” DIRK HARTOG ISLAND – History, kavet d’ar 6 a viz Gouere 2005