Itron Varia an Erc'h
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/fa/Masolino_007.jpg/150px-Masolino_007.jpg)
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/96/Copia_di_Giovanni_della_Robbia_Cert_Alto.jpg/200px-Copia_di_Giovanni_della_Robbia_Cert_Alto.jpg)
Itron Varia an Erc'h zo unan eus an anvadurioù a roer d'ar Werc'hez Vari, anavezet en Italia, Spagn, ha Portugal, en Europa, e Latinamerika ha kebek ivez. Dont a ra an anv eus ur burzhud c'hoarvezet e Roma er IVe kantved, pa voe diazezet bazilikenn Santa Maria ad Nives ("Santez Varia an Erc'h"), a voe adanvet Santa Maria Maggiore diwezhatoc'h.
Etre Istor ha mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f3/Mathis_Gothart_Gr%C3%BCnewald_003.jpg/220px-Mathis_Gothart_Gr%C3%BCnewald_003.jpg)
Goloet e voe ar Menez Eskilin gant an erc'h d'ar 5 a viz Eost 358, e kreizig-kreiz an hañv eta, er bloaz-se. War-lerc'h an darvoud-se, gwelet evel ur brurzhud, e voe divizet gant ar pab lakaat eno ar santual gouestlet d'ar Werc'hez. Lidet e vez ar gouel-se d'ar 5 a viz Eost.
Itron-Varia an Erc'h e Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Soñjal a reer e c'hallje bezañ bet kemmesk e Breizh etre "an erc'h" hag "an nec'h" (an uhel).
- Iliz Louergad
- Iliz Kerborzh
- Iliz Brelevenez (bremañ e Lannuon)
- Ur chapel e Kerc'haoueg
- chapel e Fouenant
- chapel e Lanniliz
- chapel e Baod
- chapel e Kaodan
- chapel e Kistreberzh
- chapel e Berc'hed (Mor-Bihan)
- chapel e Banaleg
E meur a lec'h e vez enoret Nossa Senhora das Neves ha dreist-holl e kêr João Pessoa, kêr-benn Paraíba.
- As Neves, anv meur a lec'h a deufe eus anv ar Werc'hez.
- Iliz Nostra Signora della Neve e La Spezia.
- E Rubí de Bracamonte, e Valladolid, eo enoret la Virgen de las Nieves ha lidet d'ar 5 a viz Eost.
- E Torrox, en ardremez Malaga, en Andalouzia.