Mont d’an endalc’had

Proviñs Judea

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Judea)
Proviñs Judea war-dro 120

Judea pe Iudaea a oa ur broviñs eus an Impalaeriezh roman krouet er bloaz 6 war un darn eus ar rouantelezhioù hasmonean hag herodian. Dont a ra an anv anezhi eus rouantelezh Juda. En em astenn a rae war broioù Judea, Samaria hag Idumea. En hanternoz dezhi e oa proviñs Syria.

Dispac'h a voe buan e proviñs Judea e-pad Census Quirinius ha meur a vrezel a voe etre Yuzevien ha Romaned . E 70 e voe distrujet an Templ e-pad an Emsavadeg yuzev vras, ma voe krouet ur Fiscus Judaicus. Goude emsavadeg Bar-Kokhba 132–135, e voe kemmet anv ar broviñs gant an impalaer Hadrian ha dont a reas da vout proviñs Syria Palaestina, ma teuas Jeruzalem da vout Aelia Capitolina.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Gilbert Labbé, L'Affirmation de la puissance romaine en Judée (63 a.C.-136 p.C.), Les Belles Lettres, 2012
  • Mireille Hadas-Lebel, Rome, la Judée et les Juifs, Picard, 2009
  • Caroline Arnould-Béhar, La Palestine à l'époque romaine (ISBN 978-2-251-41036-4)