Mor an Inizi Gall
Neuz
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/72/SeaHebrides_TheMinch_map-fr.svg/300px-SeaHebrides_TheMinch_map-fr.svg.png)
Mor an Inizi Gall (Cuan Uibhist e gouezeleg, da lavaret eo “mor-bras Uibhist”; Sea of the Hebrides e saozneg) a zo ur mor eus ar Meurvor Atlantel, e gwalarn Bro-Skos, etre div enezeg an Inizi Gall, enne war-dro 500 enezenn, da lavarout eo:
- Na h-Eileanan Siar, an enezeg kornaouek, an hini bellañ eus douar-bras Bro-Skos, ha
- Na h-Eileanan a-staigh an enezeg reter, tost d'an douar-bras.
Mor an Inizi Gall a sko war-eeun er Meurvor Atlantel er su hag en un doare dieeun gantañ dre meur a strizh-mor a zo etre an Inizi Gall diavaez, er c'hornôg, ha dre ar strizh-mor anvet "The Little Minch", e saozneg. Hennezh a sko er "Minch" en norzh, ur mor all eus ar Meurvor Atlantel.
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/a7/Isle_of_Canna_Panorama_2.jpg/530px-Isle_of_Canna_Panorama_2.jpg)