Mont d’an endalc’had

South Park

Eus Wikipedia
South Park
animated television series
TitlSouth Park Kemmañ
Krouet gantTrey Parker, Matt Stone Kemmañ
AozerTrey Parker, Matt Stone Kemmañ
Original broadcasterComedy Central, Paramount Comedy Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwelsaozneg Kemmañ
Deiziad kregiñ13 Eos 1997 Kemmañ
SevenerTrey Parker Kemmañ
SenarioourTrey Parker Kemmañ
Executive producerMatt Stone, Trey Parker Kemmañ
Art directorTrey Parker Kemmañ
SonaozerPrimus Kemmañ
AmlederComedy Central, Netflix, Hulu, HBO Max Kemmañ
Lec'h an istorSouth Park Kemmañ
Hollved faltaziekSouth Park universe Kemmañ
Roll ar rannoùlist of South Park episodes Kemmañ
Doare sevelcutout animation Kemmañ
Diaz embannvideo diwar c’houlenn Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://southparkstudios.com Kemmañ
A implijMaya Kemmañ
Media franchiseSouth Park Kemmañ

South Park a zo anezhi un dresadenn-vev, bet krouet gant an amerikaned Trey Parker ha Matt Stone. Skignet eo war ar rouedad Comedy Central abaoe an 13 a viz Eost 1997. Skignet eo bet evit ar wezh kentañ e Frañs d'ar 17 a viz Gouere 1998 war Canal plus, ha war ar chadenn Comedie abaoe 2002.

Synopsis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar rummad tresadennoù bev-se a gont istor pevar mignon, tro 8 bloaz anezho a vev e South Park, ur geriadenn eus Kolorado. Plij a ra dezho implij ur bern gerioù groñs hag hudurezh eo o fent alies.

An tudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stan Marsh : paotr marteze ar muiañ en e reizh eus ar serienn paneve e tisloñk re alies war ar plac’h emañ amourus ganti, Wendy Testaburger. E penn ar strollad emañ tamm pe damm, ha gantañ alies e vez klozet an abadenn gant ur gentel bennak.

Kyle Broflovski : yuzev anezhañ, a zo ur paotrig sensupl tre, abalamour d’e vamm kalz re war e lerc’h. E vreur, Ike e anv, a zo bet adoptet gant e dud. Kanadian eo, ha se zo kaoz n’en deus ket e benn ar memes stumm evit ar re all. Plijout a ra kalz da g/Kyle c’hoari mell-droad gantañ. Ober a ra “Tenn er babig !” eus ar c’hoari-mañ.

Kenny McKormick : a zo bepred e benn skoachet gant e gapuchenn. Gwall digomprenus neuze eo pezh a lâr. Paour-razh eo e familh, hag e vignoned a ra goap outañ alies abalamour d’an dra-se. Drouklazhet vez ar paotr mañ bewezh, hag atav en un doare disheñvel, pezh a laka e vignoned da estlammiñ : « Gast ! Lazhet o deus Kenny ! »

Eric Cartman : Hennezh a zo lart kenañ, droug, penn-gouez, gouennelour, ha paotr outañ e-unan. Abuziñ a ra e amzer en ur lakaat reuz. E vamm, protestantez he deus c’hoariet ba filmoù revr. N’anavezer ket tad Cartman.

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An dresadenn-vev-mañ a zo ur flemmgan eus ar gevredigezh amerikan. Drezañ e tagont gwir zarvoudoù, gwir dud liammet gant ar relijion, ar politikerezh hag ur bern sujedoù tabou. A-ratozh emañ stank an hudurezh enni. Graet eo evit direnkañ tud zo, pe just-awalc'h tud o deus c'hoant da bismigat. Engouestlet int, ha politikel-kenañ eo an dresadenn-vev-se. Disklêriañ a reont pezh ne blij ket dezho en ur vont pell a-walc'h ganti. Keñveriet e vez South Park alies gant ar Simpsons.

Prizioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Emmy Award 2005 : Gwellañ rummad-film evit an abadenn Best Friends Forever

Film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • South Park : Bigger Longer & Uncut (1999)

Links[kemmañ | kemmañ ar vammenn]