Trent (stêr)
Neuz
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/aa/RiverTrentNottingham.jpg/220px-RiverTrentNottingham.jpg)
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/ee/River_Trent.png/220px-River_Trent.png)
An Trent zo unan eus stêrioù bras Bro-Saoz.
Eieniñ a ra e Staffordshire, en hanternoz da v-Birmingham, ha redek goude-se dre rannvro West Midlands a-raok en em deurel en aber an Humber, digor war Mor an Hanternoz. A-hed 188 km e c'haller bageal warnañ pe war ur ganol kenstur gantañ.
Ar stêr nemeti eo e Bro-Saoz hag a red war-zu an norzh, d'an nebeutañ al lodenn ardraoñ anezhi. War lez an Trent e kaver ar c'hêrioù-mañ : Stoke-on-Trent, Burton-upon-Trent, Nottingham ha Newark-on-Trent.
Brudet eo bouc'h ar stêr-se, an Trent Ægir. Brudet eo an Trent ivez abalamour ma tic'hlann aliezik e-pad ar goañv.