Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn, e 2021, a loc'h eus Brest (Bro-Leon, Breizh) d'ar 26 a viz Even hag a zegouezh e Pariz (Bro-C'hall) d'an 18 a viz Gouere, e Bali ar Champs-Élysées. Breizh he deus kemeret plas Danmark evit al loc'hañ bras abalamour d'an diarbennoù yec'hedel en Europa. E Breizh e chom ar pevar zennad kentañ, ha goude e kendalc'h an Dro e Bro-C'hall, e Savoia (un tennad klok ha daou all) hag un tennad etre Andorra ha Katalonia an Norzh.
Ur gevezadenn d'an UCI World Tour eo, kevezadeg vrasañ ar bed evit ar marc'h-houarn war hent. 23 skipailh a gemer perzh, 19 WorldTeams ha 4 ProTeams.
Commons
- ↑ (da) Skal på podiet: Franskmand får det røde rygnummer i Paris, feltet.dk. Retrieved 18 a viz Gouere 2021.